Foar vBio Landerne: skoazell Diwan, skoazell ar bio
Milieroù a dud ‘oa bet beket ar sal Sant-Ernel ‘ba Landerne e kerzh an dibenn sizhun mañ. Dalc’het ‘oa bet ar 27vet Foar vBio ‘vez aozet gant kerent bugale skol Diwan. 110 diskouezer ‘noant feurmet ur plas ‘vit kinnig o froduioù bio pe o servijoù troet war an ekologiezh… Evit kerent bugale Diwan Landerne e chom o skol stag eus ar stourm ‘vit ar bio. Selaouomp Morgan Faligot, unan eus aozerien ar Foar.